Chakod 'noz - Mjc Douarnenez

Du au

De 18h00 à 01h00

Mjc Douarnenez

11, Boulevard Camille Réaud
29100 Douarnenez
Chakod 'noz!

Demat deoc'h holl!

Klevet ho peus komz eus ar genstrivadeg filmoù chakod e brezhoneg? Marteze ho peus kemeret perzh? Pe mignoned deoc'h? Setu bremañ eo deuet poent gwelout ar pezh 'zo bet graet gant an dud. Filmoù karantez? Filmoù faltazi? Filmoù droch?

Pedet oc'h holl da zont d'ar Sadorn 8 a viz Ebrel 'ba MJC Douarnenez. Kinniget e vo deoc'h pad an nozvezh sellout ouzh ar filmoù bet dibabet! Peseurt filmoù o deus deoc'h ar muiañ? C'hoant ho peus lar o soñj? Tu vo deoc'h da votiñ evit ar film ho peus kavet ar gwellañ. Piv oar? Marteze vo ziskoachet sevenourien an dazont...

Deuit gwisket chik ha cheuc'h, evit gallout kerzhout war an tapiz ruz giz tud brudet ar vro!

Ha ma peus sec'hed, ha ma peus naon? Rit ket biloù, bez e vo un davarn gant bier mat ha chug frouezh ha boued lipous evit ar c'hofoù goulo!

Plijadur 'vo en nozvezh! Sellout ouzh filmoù a-feson ha klevout mouezhioù brav kanerien ar vro!
N'ho peus ket graet sport dibaoe pell? Poent eo fiñval? Ur pist dance 'floor vo evidoc'h!

Mennet oc'h neuze?

Gortoz a reomp ac'hanoc'h evit nozvezh Chakod 'noz!

Emgav d'ar Sadorn 8 a viz Ebrel 'ba MJC Douarnenez da 6e noz!

Priz dieub!

Kontakt: [email protected]
...................................................................................................

Bonjour à tous!

Vous avez certainement entendu parler du concours de pocket-films en breton, peut être même que vous y avez participé, qui sait?
Il est temps aujourd'hui de vous inviter à venir découvrir les films des participants!
Films romantiques, de sciences fiction, de comédie? Ce sera le samedi 8 avril à la MJC de Douarnenez!

Venez aussi pour participer au vote du public et élire le film qui vous à le plus marqué. Peut être découvrirons-nous des talents de futurs réalisateurs...?

Venez chic, venez splamb, pour avoir l’honneur de marcher sur un tapis rouge digne des plus grands festivals!

Sur place un bar et des petits plats pourront satisfaire vos papilles.

La soirée se poursuivra en musique, belles voix du pays, piste de "dance floor", que du plaisir!

Alors motivés?

Nous vous attendons pour la soirée Chakod 'Noz!

Rendez-vous le samedi 8 avril à la MJC de Douarnenez à 18h.

Prix libre!

[email protected]

0 Commentaire Soyez le premier à réagir

Mjc Douarnenez Les prochaines sorties

Aucun événement prévu à Mjc Douarnenez pour le moment ! Vous souhaitez créer un événement à Mjc Douarnenez ?

Événements similaires

Atelier : Les intolérances alimentaires

- De 14h30 à 16h30
Biocoop Douarnenez , Douarnenez-Trèboul

Nozvezh Filmoù Chakod

- De 19h00 à 23h30
Mjc Douarnenez , Douarnenez