Tap da hezoug ha digor da spered !
Setu lañset ur raktres nevez-flamm e Brezhoneg :
Ur genstrivadeg filmoù-chakod…
Pa vefez e Breizh pe e Amerika ar Su,
12 pe 77 vloaz,
Da unan, ur strollad pevar pe hanter-kant…
Digor eo d’an holl :)
C’hoant peus da gontañ un istor, skeudenniñ ur barzhoneg, testeniñ ur stourm, mont war-zu ar fent… ?
An holl sujedoù ha stummoù sinema a vo degemeret !
Penaos ober ?
1. FILMAN
Gant un hezoug peu ur c’hamera bihan, ur GoPro …
Diwall d’ar son ivez !
2. FRAMMAN
Padelezh : Etre 30s ha 5mn.
3. IS-TITLAN
E Galleg. War dotsub.com da skouer (lec’hienn digoust).
4. KAS DEOMP
Dre ul liamm pe war un alc’hwez USB.
A-raok an 22 / 03 / 17 !
Pedet out d'ar Sadorn 8 a viz Ebrel e Douarnenez evit lidañ an disoc’hoù ! Emgav e Ti an dud evit un nozvezh dibar :
Ar filmoù ‘vo skignet, ur pred saourus lonket hag evel-just koadaj kaset !! :)
Un darvoud aozet gant ur skipailh chok…
Eloïse, servij keodedel e Daoulagad Breizh evit degemer ar filmoù.
[email protected] - 02 98 92 97 23
Liza eus Emglev Bro Douarnenez + ur strollad pennoù-sardin yaouank evit aozadur an nozvezh.
[email protected]
Deuit e darempred ganeomp ! Respont a rimp gant plijadur :)
Gouzout hiroc'h :
http://urlz.fr/4JeA
En savoir plus (fr) :
http://urlz.fr/4Jvv
0 Commentaire Soyez le premier à réagir